Pilhon (korfadurezh)

Eus an diavaez war-zu an diabarzh : kroc'hen, amaskornenn, askorn, pilhonenn dev, pilhonenn gevnidek, pilhonenn danav

Ar pilhon, pe pilhotennoù, eo ar c'hroc'henennoù a c'holo ar reizhiad nervel kreiz. Tri gwiskad a zo anezhe : ar bilhonenn dev, ar bilhonenn gevnidek hag ar bilhonenn danav. O roll pennañ, asambles gant al liñvenn empenn-mel, eo gwareziñ ar reizhiad nervel kreiz.


Developed by StudentB